44 straed Paul Borrossi - 29000 Kemper / Quimper
Herberc’hiañ

Strolladoù

Sal-debriñ
100 azezenn
Tizanerezh gant dar, yenerez, mekanik kafe (evit familhoù), berverez, skinforn, loaioù / kontilli / fourchetez hag asiedoù
Tu da implijout ur skaoterez listri en isdouar
Priz : 250€-200€* an devezh pe ar 24 eurvezh, 125€-100€* an hanter devezh pe an 12 eurvezh, 80€-64€* an div eurvezh.

Kambroù
E-pad ar vakañsoù-skol : 26 kambr 4 gwele peurliesañ, 104 gwele hiniennel en holl.
En amzer skol : 24 c’hambr 4 gwele peurliesañ, dasparzhet e daou estaj, 96 gwele hiniennel en holl.

E pep kambr ez eus ur sal-dour brevez gant ur gwalc’heris, privezioù hag ur strinkerezh. Gellout a reer feurmiñ ar c’hambroù-se en dibennoù-sizhun hag e-kerzh ar vakañsoù-skol.

Prizioù
Nozvezh evit bugale (betek 12 vloaz e-barzh) : 11,50€ - 10,50€*
Nozvezh tud gour (adalek 13 vloaz) : 14,50€ - 12,50€*
Dafar gwele a c’heller feurmiñ ivez : goulennit ar predoù ganeomp.

An holl gargoù (dour, tredan, tommerezh, wifi, taos lastez) zo kontet er prizioù.

Ar gretadenn a c’houlenner ne vez enkefiet nemet ma ne vez ket daskoret al lec’hioù hag an aveadurioù en hevelep stad.
Pourchas un testeni a atebegezh keodedel.

* Evit ar c’hevredigezhioù ezel eo digresket ar priz.

Mont e darempred ganeomp

Er rubrikenn-mañ

Strolladoù

Sal-debriñ 100 azezenn Tizanerezh gant dar, yenerez, mekanik kafe (evit familhoù), berverez, skinforn, loaioù / kontilli / fourchetez hag (…)

Gouzout muioc’h

Studioioù

Studioioù 32 m2 arrebeuri enno Ec'hon ha sklaer Tu ar Reter pe ar C'hornôg Gwele doubl Difluet mat a-fed son Gellout a reer implijout ur (…)

Gouzout muioc’h

Kambroù

Kambroù 15 m2 arrebeuri enno Sal-dour vras prevez 6m2 Gwele simpl pe doubl Difluet mat a-fed son Gellout a reer implijout ur gegin hag ur (…)

Gouzout muioc’h