44 rue Paul Borrossi - 29000 Quimper
Kroashent Kerne - Ti ar Brug

Piv omp ?

Krouet e oa bet ar gevredigezh « Kroashent Kerne » e miz Genver 2023 gant 6 kevredigezh diazezet e korn-bro Kemper hag a ra war-dro skignañ ha treuzkas ar brezhoneg ha sevenadur Breizh. Oc’h en em strollañ e oa o fal sevel ha diorren ur pol herberc’hiañ ha kas war-raok obererezhioù e brezhoneg e Kemper.

Ar 6 kevredigezh diazez

  • Ti ar vro Kemper : Kas war-raok ar brezhoneg ha sevenadur Breizh e kêr-Gemper.
  • Skolaj Diwan Jakez Riou : Kelennadurezh eil derez dre soubidigezh e brezhoneg.
  • Kelenn : kKreizenn stummañ kelennerien ha danvez kelennerien Diwan.
  • KEAV (Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien) : Stajoù bevañ e brezhoneg penn-da-benn evit an holl (tud gour ha bugale).
  • Kevre Breizh : Kenurzhiadur kevredigezhioù Sevenadurel Breizh a zifenn gwirioù yezh ha sevenadur Breizhadezed ha Breizhiz. Kevre Breizh a zo ezel diazez eus ELEN (European Language Equality Network) a zifenn gwirioù ha lieselezh ar yezhoù.
  • Kreizenn ar geriaouiñ : Labour war an dermenadurezh arbennikaet, teknikel ha skiantel diouzh ezhomm ar c’helenn e brezhoneg.
  • Kevre Breizh : Coordination associative culturelle de Bretagne qui défend les droits linguistiques et culturels des Bretonnes et Bretons. Kevre Breizh est membre fondateur d’ELEN (European language Equality Network) qui défend les droits et la diversité linguistiques.
  • Kreizenn ar geriaouiñ : Travail sur la terminologie spécialisée, technique et scientifique nécessaire à l’enseignement en breton.

A-drugarez da skoazell ar strollegezhioù lec’hel (Kêr-Gemper, Kemper Breizh-Izel, Departamant Penn-ar-Bed) hag an OPAC (Ofis HLM) e oa deuet Kroashent Kerne, e miz Mae 2024, da vezañ perc’henn war annez ar re gozh « Résidence des Bruyères » a zo bet anvet « Ti ar Brug » diwar neuze.

Ur mare a bouez hag arouezel eo. Gant ar raktres-mañ e saver ur pol a ro ar gomz d’ar brezhoneg e-kreiz Kerne hag a zo lod er raktres a gemmeskerezh sokial e diabarzh karter Penharz hag e Kervoazan. Un ober uhel e bal hag ur youl bolitikel !

Isabelle Assih, maerez Kemper ha prezidantez Kemper Breizh-Izel.

Ugent vloaz ’zo emaomp o c’hortoz kaout un hevelep lec’h.

Philippe Gastoud, kenbrezidant Kroashent Kerne

Ur skipailh tud a youl vat a zo bet aozet neuze evit naetaat, dresañ, kempenn, aveiñ ha lakaat ar savadur diouzh ar reolennoù a-vremañ. Gant se ez eus bet gellet degemer e Ti ar Brug diabarzhidi Skolaj Diwan Jakez Riou en o hunva nevez e miz Gwengolo 2024, hag ar c’hentañ annezerien pad (studierien ha labourerien yaouank) e miz Here 2024.

Dalc’het e vo gant ar chantier neveziñ penn-da-benn ar bloaz 2025 da nebeutañ, evit nevesaat tamm-ha-tamm ar studioioù, ar c’hambroù hag al lec’hioù boutin. Ur wech pe ziv bep miz e vez aozet chantieroù tud a youl vat. Donemat d’an holl.

Meret eo Kroashent Kerne gant merourien a youl vat (izili en o anv o-unan pe leuridi eus ar c’hevredigezhioù diazez). Div wech ar miz en em vod izili ar c’huzul-merañ, dirak-ha-dirak pe dre vizio. Gellout a ra holl izili ar gevredigezh kemer perzh en emvodoù-se.

Er rubrikenn-mañ

Ar raktres degemer

Abaoe miz Gwengolo 2024 e vez degemeret diabarzhidi Skolaj Diwan Jakez Riou (80 skolajiad degemeret bep Lun ha Yaou da noz en amzer skol), hag (…)

Gouzout muioc’h

Piv omp ?

Krouet e oa bet ar gevredigezh « Kroashent Kerne » e miz Genver 2023 gant 6 kevredigezh diazezet e korn-bro Kemper hag a ra war-dro skignañ ha (…)

Gouzout muioc’h