44 straed Paul Borrossi - 29000 Kemper / Quimper
Kroashent Kerne - Ti ar Brug

Piv omp ?

Krouet e oa bet ar gevredigezh « Kroashent Kerne » e miz Genver 2023 gant 6 kevredigezh diazezet e korn-bro Kemper hag a ra war-dro skignañ ha treuzkas ar brezhoneg ha sevenadur Breizh. Oc’h en em strollañ e oa o fal sevel ha diorren ur pol herberc’hiañ ha kas war-raok obererezhioù e brezhoneg e Kemper.

Ar 6 kevredigezh diazez

  • Ti ar vro Kemper : Kas war-raok ar brezhoneg ha sevenadur Breizh e kêr-Gemper.
  • Skolaj Diwan Jakez Riou : Kelennadurezh eil derez dre soubidigezh e brezhoneg.
  • Kelenn : Kreizenn stummañ kelennerien ha danvez kelennerien Diwan.
  • KEAV (Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien) : Stajoù bevañ e brezhoneg penn-da-benn evit an holl (tud gour ha bugale).
  • Kevre Breizh : Kenurzhiadur kevredigezhioù Sevenadurel Breizh a zifenn gwirioù yezh ha sevenadur Breizhadezed ha Breizhiz. Kevre Breizh a zo ezel diazez eus ELEN (European Language Equality Network) a zifenn gwirioù ha lieselezh ar yezhoù e Frañs, en Europa hag er bed.
  • Kreizenn ar geriaouiñ : Labour war an dermenadurezh arbennikaet, teknikel ha skiantel diouzh ezhomm ar c’helenn e brezhoneg.

A-drugarez da skoazell ar strollegezhioù lec’hel (Kêr-Gemper, Kemper Breizh-Izel, Departamant Penn-ar-Bed) hag an OPAC (Ofis HLM) e oa deuet Kroashent Kerne, e miz Mae 2024, da vezañ perc’henn war annez ar re gozh « Résidence des Bruyères » a zo bet anvet « Ti ar Brug » diwar neuze.

Ur mare a bouez hag arouezel eo. Gant ar raktres-mañ e saver ur pol a ro ar gomz d’ar brezhoneg e-kreiz Kerne hag a zo lod er raktres a gemmeskerezh sokial e diabarzh karter Penharz hag e Kervoazan. Un ober uhel e bal hag ur youl bolitikel !

Isabelle Assih, maerez Kemper ha prezidantez Kemper Breizh-Izel.

Abaoe ugent vloaz e oamp o c’hortoz kaout ul lec’h seurt-se.

Philippe Gastoud, kenbrezidant Kroashent Kerne

Ur skipailh tud a youl vat a zo bet aozet neuze evit naetaat, dresañ, kempenn, aveiñ ha lakaat ar savadur diouzh ar reolennoù a-vremañ. Gant se ez eus bet gellet degemer e Ti ar Brug diabarzhidi Skolaj Diwan Jakez Riou en o hunva nevez e miz Gwengolo 2024, hag ar c’hentañ annezerien pad (studierien ha labourerien yaouank) e miz Here 2024.

Dalc’het e vo gant ar chantier neveziñ penn-da-benn ar bloaz 2025 da nebeutañ, evit nevesaat tamm-ha-tamm ar studioioù, ar c’hambroù hag al lec’hioù boutin. Ur wech pe ziv bep miz e vez aozet chantieroù tud a youl vat. Donemat d’an holl.

Meret eo Kroashent Kerne gant merourien a youl vat (izili en o anv o-unan pe leuridi eus ar c’hevredigezhioù diazez). Div wech ar miz en em vod izili ar c’huzul-merañ, dirak-ha-dirak pe dre vizio. Gellout a ra holl izili ar gevredigezh kemer perzh en emvodoù-se.

Er rubrikenn-mañ

Ar raktres degemer

Abaoe miz Gwengolo 2024 e vez degemeret diabarzhidi Skolaj Diwan Jakez Riou (80 skolajiad degemeret bep Lun ha Yaou da noz en amzer skol), hag (…)

Gouzout muioc’h

Piv omp ?

Krouet e oa bet ar gevredigezh « Kroashent Kerne » e miz Genver 2023 gant 6 kevredigezh diazezet e korn-bro Kemper hag a ra war-dro skignañ ha (…)

Gouzout muioc’h